Istor ar boderien e brezhoneg

Ti ar boderien

Ti ar boderien. 1727 - 2024

Amzer an Osismed


Gouzout a reomp e oa hor bro, e-barzh an amzer gozh, hini an Osismed, unan eus pobloù galian Arvorig. O ziriad a oa bras peogwir e lede mui pe vui war departamant Penn-ar-Bed ha war hanterenn gornôg hini Aodoù-an-Arvor. Tud eus ar C’hentistor e oa an Osismed ha bevet o deus bet e-pad Amzer an Houarn (abaoe war-dro 600 a-raok J-K) ha se betek amzer ar Romaned. O oppidom pennañ (o lec’h-annez difennet meur) a c’hellfe bezañ bet kamp Artus en Uhelgoad. Goude aloubadeg Galia gant impalaeriezh Roma e 51 kent J-K e oant bet romanekaet, evel an holl bobloù all evelte. Gant-se e oa deuet o c’hevredigezh da vezañ unan mesket a vez graet galian-ha-roman outi. (diwar Patrick Galliou – Les Osismes, peuple de l’Occident gaulois, 2014). Dindan ar Romaned e oa Vorgium (pe Karaez bremañ) kêr-benn o ziriad. Ar c’hêrioù pennañ all a oa Vorganium (a zo sur-mat Kêrilien e Gwineventer) hag ar Yeoded, tost da Lannuon (Wikipédia)

.

E miz meurzh 1970, e oa bet furchet div forn poderien eus an amzer galian-ha-roman-se (pe eus an IIvet pe an IIIvet kantved goude J-K) er Grand Kermin e Pabu. Addizolo ha studiañ anezhe buan a oa d’ober goude ma oa bet degouzhet kavout ha hanter dismantriñ anezhe pevar bloaz a-raok. « Ar priajoù didalvez-kaer bet tennet eus al lec’h-mañ a ziskouez e oa chomet heñval-mik labour ar boderien ha stummoù o fodoù eus re amzer an dizalc’h galian », (diwar Bertrand Chiché, Une officine céramique d’époque gallo-romaine à Pabu, Annales de Bretagne, 1971).


Evit an danvez-doktorez en archeologiezh hag e keramologiezh Ninog Jaouen (À la recherche des ateliers céramiques des Osismes, 2021) a gas abaoe 2021, a genlabour gant hor c’hevredigezh, ur studiadenn ouzhpenn diwar ar furchadegoù bet-se, e vefe kentoc’h an atalier-kozh-mañ, unan poderien osism. Evit an Henamzer n’eus priaj all ebet a vefe bet produet er stumm-se en diavaez eus an dachennad-mañ koulz evit ar pezh a sell an doazenn bri, ar furm hag ar c’hlinkañ. Priajoù disheñvel-mik int eus an holl re c’halian all, met al lec’hioù produañ osism a zo re zizanavez-kaer pa n’eus nemet daou atalier renablet, unan e Glomel hag unan all e Pabu.


Priek eo hor c’horn-bro a-dra-sur ha gwazhennadoù a dalvoudegezh a vez kavet nepell. Unan a zo e Kêrvannoù, e Sant-Eganton, hag unan all, e-barzh un daou pe dri metr donder bennak, e Kêrvennoù, e Pañvrid-ar-Beskont. Dont a rafe homañ eus dispenn ur garregad feldspatek a zo darev a-walc’h. Se a zo kaoz marteze ez eus bet en em gavet gant ar boderien a oa war o micher a artizan diwezhatoc’h er Bodri (Kêrhre) hag e Kêraez mont di da dennañ pri mat. Evite o labour a oa un arz, ken e raent gant fent « les porcelaines de Pabu / porselen Pabu » eus o friajoù (R.T. Salaün, La poterie de Pabu, près Guingamp, 1954), kement-mañ diwar skouer an anv a veze roet d’ur poent ‘zo bet d’ar beselioù-servij fin deuet eus Sina.


Abaoe ar Grennamzer


Gwiriekaet eo bet e oa un atalier poderezh e Pabu abaoe diwezh ar Grennamzer. Ober a ra anv kontoù kozh kêr Gwengamp eus lies a boder hag a deoler evel Jehan Lavenant, a zo meneget eus 1468 da 1470, pe c’hoazh Rolland Le Quéré, pa oa bet goulennet gantañ e 1464-1465 « ober div dousennad tuellennoù douar evit lakaat er Blomenn-mañ », da lavaret eo ar feunteun gentañ a oa bet savet e traoñ plasenn ar c’hreiz-kêr.


Poder eus an tad d’ar mab e oa an dud e Pabu. War-dro 350 e oant e 1711. Start e vefe ijinañ o degouezhioù-bevañ hiziv, met un druez e oa. Erwan de Bellaing a skriv e 1943 e vezent hañv-goañv gant o zreid en dour hag er fank, renkout a raent merat hag admerat ar pri a-hed an deiz, ha bevañ en un tamm ti bihan izel damsklêrijennet ha mogedek-holl. Hag ouzhpenn da se e lonkent en desped dezhe ar ploultr plomb a raent gantañ evit gwernisañ diabarzh o fodoù. Ampoezonet e oant gant ar sadornenn, ur c’hleñved a lake ul laerez lazhus da zont dezhe. Yec’hed an dud a oa o chom er Bodri hag e Kêraez a zo bet drastet e-pad pell gant an droug-se hep ma ne veze bet deuet da zen ebet, pa ne oa ket tu d’ober a-hend-all, lakaat anezhe da vihanañ d’en em ziwall muioc’h ouzh dañjerioù labour ar plomb, en eil stumm pe egile. Ret eo anzav e veve hag e varve poderien Pabu diwar ar pri ! « En em veñjiñ a ra [an douar-se], a zisplege Louise Berthelot d’an diellour-embanner ha levrier René Théophile Salaün (La poterie de Pabu, près Guingamp, Les Presses Bretonnes, 1954), en em veñjiñ a ra bezañ bet gwallgaset ha mezellet hag e aezhenn zrouk a zisec’h deoc’h tamm-ha-tamm o skevent... » Menegiñ a ra an aozer pelloc’h un deskrivañ eus tier ar boderien er bloavezhioù 1930, diwar ar pezh a oa bet savet gant an istorour Erwan De Bellaing. Heñvel a-walc’h e oant ouzh an holl dier all a c’hiz kozh a oa e Breizh-Izel. Ne oa evel e-lec’h all nemet un nor ha daou brenestr bihan en traoñ, met e krec’h ne oa toull ebet en doenn soul nemet hini ul lukan, rak da gentañ-penn ne oa siminal ebet. Moged an oaled a veze lakaet da dremen neuze dre an ti a-raok mont e-maez dre al lukan-se, ha se a-benn lakaat ar podoù a oa a-gleiz hag a-zehou da zont da sec’hañ plaenik. Tier peder voger dev e oant, o leur a oa graet gant douar palumet hag o fezh diabarzh boutin a c’helle bezañ rannet a-wechoù gant ur speurenn meurbl. An oaled a oa savet gant un toullad mein plat, ur pezh revrad tan a veze graet warni, un trebez lakaet er c’hreiz, gant un drezenn hag ur pothouarn en pign a-us. E-kichen, dindan mantell ar seblant siminal, e oa bank-tosel an hini muiañ doujet eus ar familh, an « tad-kozh », pe mestr ar menaj. War un tu pe unan all eus ar pezh e veze gwelet kichen-ha-kichen, al listrieg, ar presoù hag ar bankoù-taol. Izel a-walc’h a-us d’an daol e oa ul listrieg-loaioù en pign ouzh an doubl. Tost d’an oaled, ouzh an treustier, un toullad tammoù kig-sall, ha kazi e kreiz ar pezh ar planken gant torzhioù bara ar sizhun. E-barzh toull ar prenestr e oa lakaet ur blantenn c’hlas bennak en pign ivez, ha war ledander e div voger e oa stag fotoioù an dud, imajoù santel, diplomoù ha medalennoù, hag an holl draoù-se a oa evel un aoter savet en enor d’ar familh.


War an deiz e veze kemeret tout plas al leur-zi gant ar pri meret pe da verat, an troelloù hag ar podoù nevez-savet. Da noz e vezent lakaet a-gostez evit an dud da c’hallout ober o boued, debriñ ha mont da gousket.


Hir ha divius e oa an devezhioù labour ha padout e rae an traoù e keit ha ma veze gwelet sklêr, rak ne oa evit sklêrijenniñ mann all ebet nemet ur c’hozh tamm gouloù graet gant ur vlañsonenn lin bet lardet gant rousin pe soav, ha c’hoazh e vere kalz re.


Aozañ a rae ar boderien o fri evel ma veze graet gant o gourdadoù galian-ha-roman, merat anezhañ gant o zreid noazh. Ur wech graet se e veze savet o fodoù, o ribotoù hag o skudelloù gante war troelloù bihan… ha goude e veze lezet ar pezhioù nevez-se da sec’hañ a-raok kas anezhe d’ar forn evit bezañ poazhet a-us d’un tan bras.


Taolennoù Étienne Bouillé (Ar boderien gant o labour) a ziskoue e veze ret bezañ daou evit sevel podoù. Ar bec’h pri nevez-meret a veze lakaet war an droell, hag an den, en e goazez war ur bank bihan, digor e zivhar gantañ, a gase anezhi en dro gant e daou dorn e keit ha ma oa ar wreg, daoulinet en tu all, o sevel ar pod pri. Ur besel bennak leun a dour a oa en he c’hichen, eviti da c’hlebañ he daouarn gwech ha gwech ha da vont gant he labour. Ar podoù nevez-savet a veze lakaet da goll o dour war plenken hag evel-se e veze gallet chañch plas dezhe aezetoc’h en ti pe kas anezhe er-maez diouzh an amzer a rae.

Ar gwernisañ a veze graet gant plomb. Goude ma oa bet savet un dachenn tennañ evit rejimant Gwengamp e-barzh Plouizi e 1870 e veze gallet dastum boledoù du-hont. Gwragez ha merc’hed ar boderien a lakae ar plomb da deuzañ e-barzh ur pezh pothouarn. Neuze e veze lakaet ludu-koad fin en e vesk. Ur wech sec’h e veze bruzunet ha tamouezet ar meskaj-se gante ac’hann ma o deze tapet da gaout ur boultrenn ken fin ha pebr.

René Théophile Salaün a gont en deus bet klevet gant ar re gozh penaos e raent evit reiñ o liv d’o friaj. Al liv melen a veze graet gant bleud yod ed-du ha dour, ha mesket e veze an traoù betek bezañ evel peg da lakaat skritelloù. Al liv gwer a veze graet gant kaoc’h-saout fresk-fresk. Evit al liv arvelen e veze mesket diouzh-se un tamm yod kaoc’h-saout gant yod ed-du hag evit al liv arwer e oa ar c’hontrol, ret e oa meskañ diouzh-se un tamm yod ed-du gant yod kaoc’h-saout.


Livet e veze neuze diabarzh ar podoù gant ur meskaj yod ha poultr plomb, peogwir n’helle ket hemañ chom peg ouzh ar priaj a-hend-all. Da c’houde e veze kaset ar pezhioù da boazhat d’ar forn. Daoust ma ne oa ket ken uhel-se an temperadurioù e oa bepred tomm a-walc’h an tan evit lakaat ar plomb d’oksidañ ha da gejañ gant silik an doazenn bri. Dont a rae evel-se ur gwernis gwerek da ledañ kaer war ar podoù ha gwer teñval e oa e liv, evel hini ar fosfat plombek (Diwar Alexandre Brongniart - Traité des Arts Céramiques ou des Poteries, 1844).


Ar fornioù a oa evel re ar Grennamzer. Savet e oant bep gwech e dirabañs, gant o genoù e-barzh toull an avel, evel ma vez gwelet c’hoazh e Kêraez. Ar volz anezhe a oa graet gant gwaregoù regenn-ouzh-regenn podoù damdorret pe siet, lakaet an eil e-barzh unan all. Ar podoù da boazhat a veze lakaet enne war o genoù er penn-krec’h anezhe, ha war ar c’hostezioù hag er c’hreiz, war harpoù diouzh-se. Bezañ e oa fornioù bihan a rae ur poder pe daou gante ha fornioù bras a oa boutin.

Gant lann e veze graet evit tommañ ar fornioù eme R.T. Salaün. Met deviñ ken buan a rae an danvez-tan-mañ ken e oa ret da bevar den bezañ oc’h ober war-dro pep poazhadenn e-pad div pe deir eur. An hini kentañ a veze war ar bern feuskennadoù, an eil a veze o tisereiñ anezhe, an trede a veze o tostaat anezhe hag ar pevare a veze o voueta ar forn.

C’hwezhet e veze an tan dre zindan. Lann glas a veze devet da gentañ, hennezh a rae ur bern moged met an tommder a oa dousoc’h. Ret e oa mont plaen dezhi bete-goût da welet podoù o faoutañ. Hag ur wech ma oa bet mogedet ar forniad e veze poazhet da vat gant traoù sec’h-sec’h evel lann, brug ha koad.


Kantvedoù en do padet labour-dorn ar boderien. O friajoù a veze gwerzhet gante war ar marc’hadoù diwar-dro pe d’an artizaned, ha-se betek 60 km eus o gêr. Met adalek kreiz an XIXvet kantved, pa oa deuet produoù nevez an industriezh a-vas da c’hounit e-mesk an dud tud, hag ar re diwar ar maez zoken, e oa bet dilezet tamm-ha-tamm o fodoù kozh gante evit podoù krag, feilhañs, pothouarnoù potin, kastelodennoù kouevr ha dir hag a bep seurt beselioù houarn amailhet, kement ha ken bihan ma oa aet da goll digant familhoù ar boderien betek an tu da c’houzout ober micher gozh o zudoù. An taol diskar diwezhañ da vezañ roet d’o labour a voe un troc’h krenn, hini ar Brezel-bed kentañ. Er bloavezhioù 1920 e oant aet holl diwar-wel.


Adkempenn Ti ar Boderien


An ti-mañ a zo eus 1727. Gant al labourioù adkempenn eo bet dispennet ar c’hav bihan a oa bet savet diwezhatoc’h dirakañ hag adtoullet ar prenest kozh a oa aze er voger a-raok. An induoù diabarzh a zo bet tennet hag ar juntroù diavaez adgraet. An doenn a zo bet dizamiantet ul lodenn anezhi, hag ar mein glas a zo bet tennet evit adlakaat an ti dindan soul evel ma oa gwechall. Adsavet eo bet al lukan, an oaled hag al leur douar.


E-mesk an darbodoù bet kavet en-dro d’an ti e-kerzh ar santier ez eus tammoù piligoù. Priajoù ar seurt-se, bet kollet ar soñj anezhe goude bezañ bet dilezet abaoe pell evit ober gant pladennoù houarn, a zo kavadennoù dic’hortoz deomp. Ar skouer-mañ a ziskouez mat e oa manet dizanavez plas kreizenn poderezh Pabu en istor ar produañ-se, kenkoulz all evel e-barzh hini ar c’hrampouezh e Breizh !


Bremañ eo kempennet diabarzh an ti evit degemer ac’hanoc’h evel e kreiz an XIXvet kantved, gant ur gwele-kloz a gleiz d’ar siminal, un daol-feurm gant daou vank a-dal d’ar prenestr bras, un droell-bazh gant he bank bihan dirak an toull-nor hag ur pres e penn ar gwele-kloz.

Troet gant FLP