Degemer mat

Ti ar boderien

Meneget eo bet poderien Kêrhre (ar Bodri) ha Kêrez abaoe ar XVvet kantved. Diskennidi pell d’an Osismed (ur bobl c’halian eus kornôg Breizh) e oant. Div forn galian-ha-roman, bet dizoloet ur 1200 m. bennak ac’hann er su, a ziskouez mat eo kozh-kozh labour ar pri e Pabu.

 

Priajoù d’ar pemdez a veze graet gant poderien ar vro (podoù, paelonoù, pilligoù, jarloù, brikennoù, teol…), met brudet e oant ivez evit o zogoù kandailh kaer a vez gwelet c’hoazh hidiv hiniennoù anezhe bet miret war-wel e lein toenn ur maner pe hini un iliz bennak.

 

Kantvedoù en do padet labour ar boderien du-mañ. O friajoù a veze gwerzhet gante war ar marc’hadoù diwar-dro e-barzh betek 60 km ac’hann. Met ur wech ma oa bet deuet ar beselioù mod nevez da c’honit e-mesk an dud, e oa bet dilezet tamm-ha-tamm ar podoù hag ar pladoù pri gante ivez, kement ha ken bihan ma oa aet da goll digant familhoù ar boderien betek an tu da c’houzout ober micher gozh o zudoù. An taol diskar diwezhañ da vezañ roet d’o labour a voe un troc’h krenn, hini ar Brezel-bed kentañ. Er bloavezhioù 1920 e oant aet holl diwar-wel.

 

Tier ar boderien a oa bihan, teñval ha mogedek. Ne oa nemet ur pezh enne evit an dud da vevañ ha da stummañ o fri. Chom a rae an norioù digor bras evit gallout sklêrijenniñ diouzh ar gwellañ an turgnoù bihan-dorn. Ar pezhioù priaj nevez graet ha plomeisiet a domme plaen-ha-brav ouzh un tamm tan padus ha disec’hus da c’hortoz bezañ poazhet da vat e-barzh ur pezh forn boutin.

 

Unan eus diwezhañ tier poderien bet chomet e Kêrez eo hemañ. Savet eo bet e 1727 hag adkempennet eo bet evit diskouez penaos e c’helle an traoù bezañ en eil hanterenn an XIXvet kantved. En e diabarzh en em gaver evel en amzer bet ma veve ha ma laboure poderien gozh Pabu ennañ, a-ziwar-lerc’h tost da daou vil bloaz labour.

 

Evit dont da welet e-barzh e c’hellit goulenn gant ar gevredigezh « Les Amis des Potiers de Pabu » en ur bellgomz d’an ti-kêr (02 96 40 68 90) evit gouzout pegoulz e vez digoret an ti d’an dud.